La Guajira zo un departamant eus Kolombia.
Guajira zo un doare kanaouenn hengounel eus reter Enez Kuba. Dont a ra an anv eus ar ger guajiro a dalv kement ha kouer en Enez Kuba.
Buhez kouerien Kuba eo dodenn ar guajiras peurliesañ.
Kanaouennoù e 4/4 eo ar guajiras, kanet goustad, eilet gant ar gitar, tost d'ur son.
Espinelas[1] eo ar c'homzoù, da lavaret eo pozioù dek gwerzenn eizh silabenn enno, savet diwar-benn buhez ar guajiras – ar gourerezed kuban.
Jorge Anckermann (La Habana 1877-1941) a vez lakaet da dad ar Guajira a-c'houde e ganaouenn El arroyo que murmura ("Hiboud ar wazh-dour", ha "hiboud tud ar straedoù" ivez)[2],[3].
Guantanamera, savet e 1928 gant Joseíto Fernández, eo ar guajira brudetañ e-maez Kuba.